Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
imitation ar verc’hes vari.

guen eürus e vezo an eneou a bere ho pezo grêt ar guenet bac an ornamant en ho buez var an douar ! Hi ho devezo an avantach special da veza hed an eternite e c’heul[1] Jesus, oan Doue.

Sant Per, prinç an ebestel, en deus recevet privilachou bras ; mæs Jesus n’en deus permettet nemet gant an disqib pehini a yoa guerc’h, reposi var e galon er goan diveza a reas gant e ebestel.

Jesus a roas da Ber ar sourci principal eus e ilis ; mæs da Sant Yan e roas ar sourci eus e vam, arauc mervel var ar groas.

Dre ar burete e represantomp var an douar buez ar re eürus en evou.

Ar burete pratiqet mad a ro d’an den eur merit pehini n’ho deus qet an Æles ho-unan.

An eneou ar re burra a so ar re a so muia participant en union santel en deus contractet mab Doue gant an dud, oc’h en em ober den.

O c’hui ! pere a gonsider al luxur evel un dra bardonnabl da fragilite an den, ho pet sonch penaus eo ar viç an nebeuta pardonet hac ar muia punisset gant Doue.

An impurete, al libertinach eus an dud en devoa decidet justiç an Autrou-Doue d’ho distruja dre an diluch, brema e zeus ouspen pevar mill bloas,

(a) Apoc. 14. 4.

  1. Apoc. 14. 4.