Penaus e c’herruo an dra-se, e me Vari d’an Arc’hæl ? Car, gouezit ervad, me so guerc’hes e stad ar hriadelez hac a fell din er beza.
N’ho[1] pet qet aon da goll ho cuerc’hdet о tont da veza mam Doue, o Mari ! eme an Arc’hæl. Ar Speret-Santel eo ho rento, dre ur miracl eus e oll-c’halloud, mam da Jesus, ar burete memes, pehini a istimit qement ha pehini oc’h qer jalous da gonservi : ho purete ô Guerc’hes ! a raï disqen d’en em incarni ac’hanoc’h an Doue-se pehini ne fell dezan guenel nemet a eur verc’hes,
Mari ne roas en effet he c’honsantamant da veza mam Doue, nemet pa e devoa comprenet dre gomzou an Arc’hæl, penaus, o tont da veza mam da Jesus, ne devoa aon ebet da gaout evit he phurete.
Neuze ebqen e repontas d’an Æl : Chetu ama servicheres Doue ; ra erruo ganen erves e goms hac e volontez.
O purete, ô vertuz precius ! peguement e tleit-hu beza qer d’hor c’halon ha meritout eus hor pers pep istim vad, pa e guir eo c’hui oc’h eus roet deomp eur salver ha pa e guir ar barfeta crouadures pur, Mari, e deus ho preferet d’ar galite memes a vam Doue !
O purete, ô vertus ar breciussa ! c’hui oc’h eus meritet da Sant Yan avieler an titr a zisqib muya-caret eus a Jesus ! O purete ! pe-
(a) Luc, 1. 34 et s.
- ↑ Luc, 1. 34 et s.