Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
imitation ar verc’hes vari.

sideri evel adversourien e ene, hac en em applica en eur feçon bennac ar virionez-ma eus a aviel Sant Vaze : Tud[1] e dy a so adversourien an den.

Pa en em santer eur panchant continuel hac a bel so da eur stad, e tleer mui eguet jamæs consulti an Autrou-Doue dre yuniou, aluzennou, pedennou, a-unan gant ar bêlec pehini or beus choazet evit directour hor c’houstianç, hac en em adressi dreist petra gant eur fizianç ar vrassa d’ar Verc’hes.

Erfin, dre ar moyenou-se e tleit esperout qemeret ar stad a vuez e pehini e carfac’h mervel.




CHABIST IX.
Eus ar burete ha peguement e tleomp he istim.


Pa broposas an Æl da Vari dont da veza mam Doue, ne explicas qet dezi dioc’h-tu e c’halle ar galite gaër-se en em accordi gant ar vœu a virginite pehini he devoa great, ha Mari a zalc’has un nebeut eb rei he c’honsantamant.

Guelloc’h oa ganthi beza dreist ar re-all dre ar burete hac ar virginite, eguet beza dreist-ho dre ar galite memes a vam Doue.


(a) Mat. 10. 36.

  1. Mat. 10. 36.