Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
levr i. chab. viii.

dui e-c’hunan ! Ober a ra evel un den dall pehini a falfe dezan cundui un all, dal eveltan hac a guez gantan er fos.

Grit eta evel ar Verc’hes Vari, ha ma na ellit qet evelti en em separi evit pell amser dioc’h ho qerent, da viana e c’hallit mont da eur retret bennac ; ha ma n’ho peus qet c’hoas an avantach-se, e c’hellit da viana evelti pedi alies an Autrou-Doue ha lavaret dezan ar pez a lavare ar roue santel David : Autrou-Doue, va ene a savan varzu ennoc’h : va pheden a adressan deoc’h : roït din[1] da anaout, me ho suppli, an hent dre behini e tlean bale.

Un eil moyen evit anaout da be stad omp galvet, a so consulti hor c’honfessoret da bere e tleomp pedi Doue da rei ar graçou necesser evit hor c’hundui ervad var ar poënt-ma.

St. Paul, convertisset gant Doue var an hent a Zamas, a recevas urs d’en em bresanti dirac ar bêlec eus ar guêr-se, dirac Ananii, evit clevet dessinou Doue varnezan.

Doue pa c’halv un den da eur stad, a fournis dezan ar voyenou da erruout er stad-se ha da ramplissa mad e obligationou.

Bolontez ar guerent, pa vezont ræsonabl, a ell ive beza eur merq e zomp galvet da certen stajou. Mæs avechou ar guerent conduet dre vouez ar c’hic bac ar bed, a so diræson, hac un den yaouancq a ell ho c’hon-

(a) Ps. 142. 10.

  1. Ps. 142. 10.