Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
imitation ar verc’hes vari.


Ar Servicher.

Mam ar garantez pur, an doujanç hac an esperanç santel, procurit din ar vertuziou-se. Anflamet oc’h eus an ardeur ar burra hac ar barfeta evit gloar ho mab, va redemptor.

Lezit da guëza em c’halon un eulfen bennac eus a flammou ho carantez evit Doue ; ha peguen indign bennac e ven en em rentet eus ho protection buissant, ô Mari ! considerit ar resolution sincer e pehini e maon da labourat muioc’h hiviziqen en affer va silvidigues. Va c’halon a so disposet ha me bed Doue ganeoc’h d’e disposi guelloc’h da avanç bepret e perfection hac e santeles. O Guerc’hes ! benniguit ac’hanon gant an eneou devot.




CHABIST V.

Ret eo en em reï da Zoue abred.

Seblantout a ra din clêvet ar roue David о lavaret d’e verc’h vian, ar Verc’hes Vari. Chelaouit,[1] va merc’h, gant attention ar pez a lavaran deoc’h. Quittait ho popl ha ty ho tad. Neuse e vioc ’h caër dirac daoulagad ho Crouer, e c’hounessot calon ar roue souveren, ar mæstr hac an Doue, dign eus oc’h adoration.


(a) Ps. 44. 12. 13.

  1. Ps. 44. 12. 13.