Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
levr i. chab. iv.


Lennit an aviel, hac e vellot penaos ar servicher didalves, pehini en devoa laqeat e dalant en douar, a oue condaonet gant e væstr, pa erruas. Perac ? Abalamour n’en devoa qet el laqeat da dalvout.

Evel-se, deiz ar vara, peguement a gristenien a velo gant eston ar dle a vezo chomet gantho da baëa da justiç Doue, abalamour n’ho devezo qet profitet eus ar voyenou ho doa da veza bet sænt bras.

E hent ar vertuz, non pas avanç arauc a so dont adren, non pas gounit a so coll.

E servich Doue, mar livirit : aoualac’h, e zoc’h collet. Mar laqit eur musur d’ho ferveur, Doue a lacayo ive d’e c’hraçou.

Mæs sul nebeutoc’h e contot gant Doue, sulvui e vezo liberal ha generus en oc’h andret, memes er vues-ma.

N’eus forç peguen nebeut a vadou hac a leve ho pezo var an douar, ho pezo atao aoualac’h, mæs a vadou ar c’hraç ne oufac’h qet caout re.

Diunit eta, va mab ; savit eus an assoup-se pehini a ell rei taul ar maro d’oc’h ene. Labourit da repari an amser oc’h eus collet.

Na livirit mui en em gontantit eus ar plaç diveza e ty[1] an tad celestiel, er barados. Parlant evel-se a so en em exposi da chom er meas.

(a) Joan. 14. 2.

  1. Joan. 14. 2.