laou mouez ar c’hrac, da heuilla an inspirationou a zigaç Doue deoc’h, ar mouvamanchou santel a brodu e c’hraç en ho polontez. An hini,[1] eme ar Speret-Santel, am chelaou, na vezo qet confountet na tromplet en e esperanç.
Sulvui e chelaoner mouez ar c’hraç hac ar goustianç, sulvui e sclêrigen an ene fidel. A broportion ma c’havancer, sul brassoc’h c’hoant a ves da avanç ha da vellât.
Ar c’hraç a Zoue a so evel ar frouezen ar vella. Sulvui ma tebrer anezi, sulvui a zezir a ro d’e dibri.
Eürus, e me va mab, ar re о deus naon ha sec’het eus ar santelez hac eus ar berfection, rac rassasiet ha contantet e vezint.
Beza e zeus tud pere, goude beza qerzet un nebeut amser e hent ar vertuz, a chom e creis an hent, contant eus ar pes o deves great. Mæs ar c’hraç ne lavar jamæs : aoualac’h eo.
Ar squêr a berfection a so proposet deomp en aviel a so Doue e-unan. Mæs perfectionou Doue a so infinit. Hed ho puez eta ne dleit lacat musur ebet d’ho perfection.
Re-all a so pere a sonch dezo e reont aoualac’h evit non pas dont da veza fall. An dra-se ne qet suffisant. An hini a so mad a dle dont da veza guelloc’h ; an hini a so santel a dle dont da veza santelloc’h.
(a) Eccl. 24.
- ↑ Eccl. 24.