savet en ær evel ar gues cedr var menez Liban, ar plant ar re huella var meneziou. Evel eur vinten, e meus poulset fleur ha c’huez mad, ha va fleur a so frouez a henor hac a abondanç. Astennet e meus va brancou evel ar vezen terehinth pehini a ves atao glas, ha va brancou a so brancou a henor hac a c’hraç.
Va mab, m’ar fell deoc’h cresqi ennoc’h ar c’hraç-se pehini ho rent mignon Doue, crouadur Doue, templ ar Speret-Santel, breur Jesus hac heritour ar barados gantan ha dreizan, tec’hit dioc’h ar bed, evel dioc’h un den clan gant eur c’hlenvet stagus ; carit ar beden, pehini a so eur sourcen a c’hraçou nevez, freqantit ar sacramanchou, oc’h pere ne dostaot jamæs gant dispositionou mad, eb santout an effet burzudus eus ar c’hraç a so staguet ous pep-unan anezo gant va mab. En em roït d’ar pratiq eus ar vertuziou convenabl d’ho stad, evel ma zeo an oboissanç, evit ar vugale ; an exempl vad, evit ar guerent ; an avisou mad, evit an oll, ar garantez continuel en andret an nessa, ar fidelite an eil d’eguile ; ar garantez continuel evit ar priejou ; ar justiç, an honestis evit an dud e carg.
Eur voyen dreist pep tra da gresqi ennoc’h ar stad a c’hraç e pehini e vezit laqeat dre un absolven recevet mad, a so beza fidel da che-