resolution : benniguit-hi, me ho ped, ô mam garantezus !
CHABIST IV.
Eus ar sourci a dleomp da caout da gresqi e graç hас e perfection.
Recevet ho poa, ô Guerc’hes santel ! ar stad a c’hraç hac a santelez a zalee ar c’henta moment eus ho conception ; mæs n’en em gontantjoc’h qet da jouissa e peoc’h eus a eur vad qer precius. A hed ho puez e lacajoc’h ho sourci d’en lacât da brofita.
Hac ar c’hraç pehini a gresq ebars en eneou e pere e vel effort ha c’hoant da avanç, ho pinvidica bemdes davantach. C’hui a yoa evel un douar labouret mad, e pehinl an disterra greunen a brodue bete cant.
Petra bennac ma c’hanjoc’h gant ar santelez, ar santelez gouscoude n’oa qet deoc’h naturel, mæs c’hui ez rentas evel naturel deoc’h dre he sourci hac oc’h acqet d’e antreteni ha d’e renta bepret brassoc’h.
Dre ho fidelite da respont da c’hraç ho Toue, ô Mari ! c’hui hervez santimant an Ilis, catholiq, a ell lavaret : Me meus[1] en em
(a) Eccl. 24.
- ↑ Eccl. 24.