Penetrit,[1] o va Salver ! va c’horf ha va ene eus ho toujanç santel. An doujanç am rento eveziant hac er c’his-se e sortiin victorius eus va oll gombajou.
Grit ma comprenin parfet penaus ar c’hraç pehini hor rent ho mignonet hac ho pugale, a so ar mad uniq pehini a verit oll attach va c’halon, ar mad uniq a behini ar c’holl a verit va regret ar brassa.
Oh ! peguen eürus e vigen ma n’am bige qet collet an tensor precius eus ho craç. Eürus c’hoas da ellout repari ar c’holl am beus gret. Ya, er repari a fell din cousto pe gousto.
Allas ! mar em bige beuliet exemplou ho mam santel, pehini ive oc’h eus roet din evit mam, n’em bige qet qement a zaëlou da scuilla var va disursou.
Mæs n’eus forç, va alvocades eo c’hoas ar Verc’hes. Na revusot qet, ô Jesus ! chelaou ho mam.
Guerc’hes, etre ho taouarn e lacan va c’haus. Santout a ran an esperanç eus va fardon о tont em ene.
Ennoc’h, ô va Doue ! em beus esperet ha na vin qet confontet da jamæs. Hiviziqen e vezin sourciussoc’h d’en em bellaat dioc’h pep apparanç a bec’het.
Etre ho taouarn, ô Guerc’hes ! e lacan va
(a). Ps. 118. 120.
- ↑ Ps. 118. 120.