Jesus ha dre Jesus. Rouanteles an ên a oue destinet evidoc’h.
O ene fidel ! compren a rit-hu mad an oll excellanç eus a c’hraç ho padiziant ? Mæs a compren a rit-hu ive tout an deveriou a c’houlen diganeoc’h ?
Allas ! e mez ar gristenien el lavaran, peguen nebeut anezo a ra reflexion var faveuriou ho badiziant ! Peguen nebeut aneso en em gonserv santel ha dibec’h evit souten an henor en deus great Doue dezo en ho badiziant !
Peguen nebeut en em laca e poan da gonservi didach ar saë ven a behini e ouent guisqet en deiz caer, e pehini о devoue ar pardon eus ar pec’het originel, e pehini ho ene a oue ornet qer manifiq, ma teuas da veza demeuranç un Doue ha dign eus a oll c’hloar ar barados.
Ar gabel ven-se laqeat deoc’h var ho pen, ô ene christen ! ho poa bet urs da gonservi bepret en he oll guenet. Hac er grêt oc’h eus-hu evel e doa great ar Verc’hes Vari ?
A conservet oc’h eus-hu ar vertuziou, ar santelez, ar burete, an devotion a vugale Doue, a bere e zoa ar portret bac an imach ? Allas ! ho comportement a brouv ar c’hontrol.
Glorius e vezer da gonservi ar pez a so estimet precius ebars er bed, evel ma zeo an noblanç, al leve, an henoriou. An traou-se gouscoude nen dint nemet evel pri ha fanq e comparæson d’ar galite a vab, a verc’h Doue.