Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
imitation ar verc’hes vari.

originel. Me a uniss va oll speret d’ar Verc’hes ha d’an Æles evit ho trugarecaat eus ar faveur-se extraordinal.

Mæs pebes istim na reas qet Mari eus a eur c’hraç qer bursudus ? Ar faveur-se eus he Doue a oue evithi ar pes ma oue ar furnes, e santimant ar roue Salomon, ar sourcen eus an oll vadou.

Doue en doa[1] he fossedet a-zalec e c’hommançamant. Chetu eno ar c’hrçc estimet gant Mari mui eguet an oll gurunenuou ha rouanteleziou eus ar bed-ma.

Recevet e deus digant Doue, en he bues, meur a faveur dreist ordinal ; mæs ar breciussa tout dirac daoulagad Mari, oa beza bet concevet ha ganet exant a bec’het, ornet a c’hraç. Perac ? Abalamour ar faveur-ma e rente agreaploc’h da Zoue !

He oll bues a oue un desteni continuel eus he anaoudegues vad en andret Doue, abalamour d’ar brivilach-se dre behini eo bet concevet eb pec’het, privilach pehini ne de bet accordet gant Doue da grouadur-all ebet.

Ene christen, c’hui oc’h eus recevet en ho padiziant ar c’hraç sanctifiant e doa recevet Mari er c’henta instant eus he c’honception.

Dre ar c’hraç-se ho poue arguir da c’hervel Doue, ho tad, ha Jesus, ho preur ; etablisset e ouac’h heritoures[2] Doue assambles gant

(a) Pr. 8. 22.    (b) Rom. 8. 17.

  1. Pr. 8. 22.
  2. Rom. 8. 17.