Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
levr i. chab. ii.





CHABIST II.

Istim a dleer da ober eus ar c’hraç a Zoue.

Mari a so bet exant eus ar pec’het originel abaouë an instant qenta eus he bues, da lavaret eo, ar Verc’hes ne qet bet er pec’het originel evel ar rest eus an dud, mæs concevet eo e graç hac he mignonach an Autrou-Doue.

Ni oll a so, oc’h antreal er bed, sujet da goler just hon Doue offancet e personach Adam hac Eva. Mari ebqen, diavancet dre garantes he Doue, a so deuet er bed, evel ar pen-œuvr eus e c’hraç.

Doue ne falvesas qet dezan e vige souillet e nep feçon an templ e pehini e tlie ober e zemeuranç ; ar c’horf e pehini hac eus a behini e tlie he vab Jesus en em incarni. Henor ar mab a c’houlenne ne vige qet ar vam, memes ur moment, e esclavach hac e pouvoar an diaoul.

Nan, ô Guerc’hes ! James tach na souilladures ne deus bet en ho personach, ar santella e toues ar re so bet crouet, ar santella goude humanite Jesus ho mab. Tout oc’h bet ato caër ha brillantoc’h eguet an heaul, ar stered eus ar firmamant, purroc’h eguet an Æles.

Va Doue, ra viot benniguet a vrema da jamæs da veza preservet Mari dioc’h ar pec’het