Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
imitation ar verc’hes vari.

evit interest ha gloar Doue, hac en a guemero carentes evit calonou diregl, orgouillus, eb resination da volontez Doue, hac eb desir da brocuri e c’hloar ?

Mar carit ac’hanon, a ellit da lavaret gant muioc’h a ræson eguet St. Paul : Baleït[1] var va roudou evel m’a meus baleet var roudou Jesus. Mar doc’h va bugale, qemerit speret, intantionou, desirou hac œuvrou ho mam evit squer ha model.

Speret bugale Mari a dle beza evel hini ho mam, eur speret a garantez evit ar re-all abalamour da Zoue ; eur speret a beoc’h, a batiantet ; eur speret a binigen, eur speret a zoujanç hac a garantez Doue.

Guerc’hes santel, ô mam an oll dud ! Me guemer dirac hoc’h imach, e presanç ho mab, va Salver, ar resolution da imita ac’hanoc’h. Va devotion evidoc’h hivisiqen a gonsisto dreist pep tra o c’heulia gant ho sicour an exemplou caër oc’h eus roët din.

Persuadet on penaus eo honnes ar feçon ar parfæta d’oc’h enori, eo hennes ar brassa merq a garantez a elfen rei deoc’h. O Mari, va mam ! benniguit ar resolution-ma eus ho servicher humbl ha touet.

(a) Cor. 4. 16.

  1. Cor. 4. 16.