Martese memes e touguit en ho qerc’hen, pe a vel d’an oll, disenezou pe chapeledou evit disques oc’h en em gonsacret d’he servich. Bez e c’hallit besa en unan bennac eus he breuriesou. An traou-se a elfe ho lacaat da obten dreisi eur c’hracic bennac digant Doue.
Mæs gant an traou-se tout, ma ne boulsit ho tevotion betec imita he vertusiou, ho tevotion n’ho savetayo qet.
Erruout a rayo ganeoc’h evel gant ar Philistinet, pere a bossedas un neubeut amser an arc’h allianç eus an Autrou, Doue an Israëlitet. E phinvidicaat, e orni a rejont memes dre ho offrançou. A gouscoude an arc’h allianç ne oue qet evitho eur sourcen a venedictionou. Perac ? Abalamour, oc’h anaout dreisi ar guir Doue, n’en adorjont qet ha ne abandonjont qet ho idolou.
O Mari ! ô rouanes ar vertuziou ! a ne qet just, ma ho carfer, ober evidoc’h ar pes a rêr evit ar vignonet pere a eller da gaout er bed-ma ? Pa garer un den, e qemerer sourci da studia e garacter, e hahitujou, da guemeret e inclinationou, ha mar dint mad erves Doue, qement-se so just ha meulabl.
Eus an hevelidigues-se e veler o sevel hac o cresqi ar guir union eus ar c’halonou. An hevelidigues a form ar vignoniach.
O Guerc’hes ! ho calon qen humbl, qer pur ha qer soumettet d’an ursou a Zoue ; qen ardant