Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
imitation ar verc’hes vari.

benac, pe seurt alvocad puissantoc’h eguet Joseph or bigemp-ni impliget en ho c’hever ?

Mæs brema, Sant Joseph en êe, hac-en en deus nebeutoc’h a c’halloud ? Iit[1] eta da gaout Joseph, evit ma c’hintercedo evidoc’h. Pe seurt benac e ve ar c’hraç a zesirit, Doue he accordo da beden Sant Joseph.

Ouspen-se, a be gondition benac e veac’h, a be stad benac, ho stad memes hac ho condition a fournis deoc’h eur sujet hac eur ræson da gaout eur fizianç particulier e Sant Joseph. An dud nobl ha pinvidic a dle consideri, oc’h e bedi, penaus Sant Joseph a so ar mab bian eus ar batriarchet hac ar rouane ; ar beaurien a dle gouzout penaus n’en deus qet dispriget ho stad, hac en deus bevet eveltho er baourentes, en deus labouret epad e vues en e vicher ; an dud dizemes a dle consideri penaus Sant Joseph en deus conservet ar parfæta virginite, ar vrassa purete ; an dud demezet a dle gouzout eo bet ar pennadures eus ar gaëra ha nopla famill a alfe jamæs beza ; ar vugale a dle gouzout eo bet an tad maguer eus a Jesus, en deus conservet ha gouvernet bugaleaich mab Doue ; ar veleyen a dle gouzout en deus bet qen alies ar bonheur da zerc’hel Jesus etre e zivrec’h ; en deus memes offret d’an Tad eternel, ar prividiou eus a c’hoad Jesus, e deis e circoncision ; tud ar

(a) Gen, 41. 55. [N'eus ket anv aze eus Joseb pried da Vari, hogen eus Joseb mab da Jakob !]

  1. Gen, 41. 55.