Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/403

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
levr iv. chab. xiv.


Doue en deus roet da Vari eur pried dign anezi, chomet guerc’h evelthi. Mæs considerit, dreist peb tra, penaos Jesus, pa voa bian, a reposas alies var galon Joseph.

Pebes impressionou celestiel ne rea qet en e galon ar buguel Doue ! Joseph a veve gant an hini a so sourcen ar graçou, gant ar Verc’hes pehini a so evel ar c’hanal pe ar c’houeren pehini a servich d’o distribui d’an dud. Peguement a binvidiguezou spirituel na recevas-en qet ! Patiantet, douçder, humilite, carantes an nessa, carantes Doue ; an oll vertuziou a vrillas en e ene evel an heaul en un deves cær.

Ene christen pehini a fell deoc’h en em rei d’an exerciçou eus a eur vues devot hac interior, evit obten ar c’hraç-se, ho pes recours gant fizianç da intercession eur Sant pehini en deus ho great en eur feçon qen parfæt.

An ilis e deus savet da Zoue ilisou en henor da Sant Joseph. Etablisset e deus e c’houel. Alia a ra he bugale, dre braticou a zevotion pere e deus autoriset, da gonsideri Sant Joseph evel unan eus ar puissanta alvocadet ho defe dirac Doue.

An hano a Joseph a1 so, en effet, cals invoqet gant an dud fidel ; en unissa a reont purvuia gant an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.

En amser ma voa gant Jesus ha Mari e Nazareth, mar or bige souhætet obten eur c’hraç