Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/405

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361
levr iv. chab. xiv.

gouenchou a dle gouzout en deus santifiet ar solitud a Nazareth, о renonç tout-a-fæt d’ar bed bac о parlant qen alies ous Jesus ha Mari ; erfin, an eneou devot ha fervant a sonjo, o pedi Sant Joseph, penaus jamæs calon, goude calon Mari, n’en deus caret Jesus gant mui a ardeur hac a deneridigues.

Mæs, dreist peb tra, iit da gaout Joseph, bezit recours dezan evit obten ar c’hraç a eur maro mad.

Erves an opinion gommun, Sant Joseph a so maro etre divrec’h Jesus ha Mari, ha chetu eno ar ræson evit pehini an dud fidel ho deus oll eur fizianç vras penaus, dre intercession Sant Joseph, ho devezo eur maro qen eürus ha qer consolant eveltan.

Remercout a rear, en effet, penaus eo particulieramant en heur ar maro e testumer ar froues eus an devotion a ves bet hed ar vues d’ar Sant bras Joseph.

Sant Joseph, Santes Mari, pedit Jesus evidomp. Evel-se bezet great.


JESUS, MARI, JOSEPH,


O douça hanoyou !


FIN.

}}