Sclêrigen celestiel, ô Mari ! dissipit ar c’hoabren denval pehini a glasq speret an denvaligen da lacât em ene.
Calmit an droublien e pehini e maon, pa sonjan e pec’hejou va bues. Obtenit din eur c’hueus vras ha guirion.
Squer a bep vertus, ô Mari ! goulennit ma vezo ennon ar feis en he oll ners, an esperanç en he oll fermder, ar garantes en he oll berfection.
Me ho trugarecâ eus an oll vadelezou oc’h eus bet evidon hed va bues, memes pa oan an indigna anezo. Mæs a revus a rafac’h din ho sourci, hirio pa gresq gant va ezomou va fizianç ennoc’h ?
Nan, mam dener, tenerroc’h eguet an oll mamou, n’en eщ bellaot qet dioc’h ho mab, pehini a ya da vervel. En assista a reot betec e huanad diveza.
Mervel a ran gant soumission, pa zeo guir en deus Jesus ordrenet va maro. Mæs en despet d’an horrol naturel am beus eus ar maro, e varvan gant plijadur, abalamour ma varvan dindan ho protection.
Me a gontemplo dizale, en esperout a ran, ar c’hrandeuriou, ar perfectionou, an triomphou a Jesus.
Me a velo souden sclerroc’h peguement eo dign eus va oll garantes. Souden, ô va mam ! me oc’h admiro var an trôn sqedus eus ho cloar.