Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/399

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
levr iv. chab. xiii.

am beus ar bonheur da vervel e doujanç hac e carantes Jesus, e vezin un ene muioc’h pehini er hinnigo, er meulo, er c’haro ganeoc’h hed en eternite eürus.




CHABIST XIII.
Santimanchou a fizianç e Mari, pa dosta ar maro.


Mam ar Redemptor, ô Mari ! en em gaout a ran en heuriou diveza eus va bues. Implori a ran ho sicour mui eguet jamæs. En em velet a ran placet evel etre an ifern hac ar barados. Allas ! petra a zeuin-me da veza, ma na rit usaich, em faveur, eus ar pouvoar oc’h eus dirac Jesus.

Laqeat en deus etre ho taonarn ar graçou ar re breciussa, evit o scuilla var an dud. Priget ganeoc’h lacat anezo da guëza varnon : brema, dreist peb tra, e zint necesser din.

An tribunal e pehini e tlean renta compt eus va bues a gommanç digueri : parlantit evidon arauc ma c’happarissin ennan. Mam va Barner a obteno din eur varnedigues favorabl.

Steteden ar mor, sclerrait ac’hanon e creis an tourmant hac ar goal amser pere a c’hourdrous va c’honfonti en ifern ; cunduit ac’hanon, me ho ped, betec ar pors eus ar silvidigues, ar barados.