Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
imitation ar verc’hes vari.

din evit mam, evit m’en divige ive ho memes calon trues ha compassion ous va miseriou ha va ezomou.

Cals a bec’herien, pere a jouiss hirio eus a c’hloar ar barados, a vige bet da jamæs preis an ifern, ma n’ho pige intercedet evitho. Goulennit evidon ar graçou a binigen pere oc’h eus obtenet dezo.

N’en deus hiscoas clêvet ho pefe revuset chelaou ar beden eus a eur pec’her pehini, oc’h anaout peguer bras eo e offansou, en deus bet recours deoc’h evit obten e bardon,

O Mari ! pebes gloar evidoc’h e rafe Doue, en eur feçon, depanti diouzoc’h pardon ha graç qen alies a griminel !

Ar pardon a c’houlennan hac a zesiran, a greis va c’halon, obten dreizoc’h, a sicouro sur oc’h enori, mar en obtenan.

Erfin, ô Guerc’hes santel ! prigit en em interessi d’am perseveranç e doujaoç hac e carantes Doue ; prigit obten din ar c’hraç-se. Ar brassa vertuziou memes ne oufent he meritout. Pe sort aon ne dlean-me qet eta da gaout, me pehini a so ar sempladures memes, me pehini a so qer variant.

Ho c’hano, an hano doue a Vari, a so un hano dre vertus pehini e c’haller esperout ar faveuriou ar re gaëra eus a vignoniaich Doue.

Ah ! ho рes sonch, me ho ped, penaus, mar