Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353
levr iv. chab. xii.


Goulen a ran dreizoc’h ar c’hraç-se, non pas evidon, pehini ne veritan qet e nep feçon ho sourciou, mæs dre ar garantes oc’h eus evit ho mab Jesus.

Ar beaurrien, en ho ezom, a ya da gaout ar re binvidic : goulen a reont hac obten. Mæstres souveren eus an douar hac an êe, ha læsel a rafac’h, eb he chelaou, peden ar miserabl-ma pehini a implor ho madelezou ?

Mæs, o pedi evit na guëzin qet e stignou adversourien va silvidigues, pedit c’hoas, ô Guerc’hes santel ! evit ma vouelin c’huëro va dizursou passeet, ha ma c’hobtenin anezo pardon.

Obtenit din ive ma vezo accomplisset an desir ameus da non pas servicha mæstr-all ebet nemet Jesus.

Obtenit din ar c’hlac’har ar vrassa eus ar c’hrim ameus commetet, o servicha, en tuont da Jesus, ar bed e adversour.

Na gonsiderit qet petra on dreizon va unan ha dre va phec’hejou, mæs ar pes a dalan dre ar pris eus ar goad dre bebini e zon prenet.

Doue a exijas ma vijac’h test eus a varo Jesus var ar c’halvar, evit ma c’heritchac’h eus e vadeles en andret ar bec’herien ha ma c’houlenjac’h evito pardon ha misericord.

Pa bartage ho calon confusionou ha tourmanchou Jesus crucifiet, e roas ac’hanoc’h