Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/396

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
imitation ar verc’hes vari.





CHABIST XII.
Santimanchou a fizianç er Verc’hes, hed ar vues.


Ar Servicher.

Guerc’hes santel, adversourien va silvidigues a so en dro din. Clasq a reont lamet diganen graç ha mignoniaich Doue. Difennit ac’hanon a enep ho attaqou ; obtenit din ar victor.

Merc’h Doue an armeou, mar roit da santout ho puissanç d’am adversourien, e tec’hint dioc’h-tu a zirazon.

Mam eus an hini a gommand d’an avel ha d’an tourmant, lavarit dezan eur goms em faveur, hac e cavin adarre ar peoc’h hac an dranqilite.

Pried ar Speret a sclerigen hac a ners, grit ma c’hanavezin ha ma qemerin ar moyenou da drec’hi enebourien qer spontus.

En droublien e pehini e maon, me en em daul en ho tivrec’h, evel eur buguel var boul calon e vam, pa en deveus aon.

Peguer pec’her ha peguer miserabl benac e ven, Jesus a fell dezan em c’honsiderfac’h evel ho puguel. Brema e ma an amser da zisques oc’h eus evidon santimanchou a vam.