Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/401

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357
levr iv. chab. xiii.


Va angoni a dosta ; va musellou ne allint mui goulen oc’h assistanç ; mæs va c’halon a barlanto ouzoc’h atao. Me a brononço mill gueich, a galon, an hanoyou sacr a Jesus hac a Vari.

Me a c’houlen diganeoc’h, ô Jesus ! e pliche ganeoc’h consideri an oll huanadou, an oll mouvamanchou eus va c’halon, epad va angoni, evel qen alies a act a garantes evidoc’h hac evit ho mam santel.

Ah ! Autrou, ho pes trues ouzin : ne gredan qet lavaret, abalamour[1] ma zon ho servicher. Allas ! bet on eur pec’her qer bras, a ne ouzon qet ha me am beus bet ar bonheur da galmi ho justiç ! mæs ho pet trues ouzin, abalamour ma zon ar mab eus ho quëlla servicheres.

Great oc’h eus din caout hed va bues, eur fizianç vras e Mari. Ho trugarecaat a ran о veza ma cresq ha ma crenva va fizianç enni, en heur-ma qen dangerus evit ar silvidigues.

Va Doue, Doue a visericord, eur faveur neves eo a accordit din, abalamour ma falves deoc’h va savetei dre bedennou ar Verc’hes-se pehini a zesq an ilis deomp invoqi e pep amser, mæs ispicial en heur hor maro.

(a) Ps. 115. 16.

  1. Ps. 115. 16.