ho zerri. Evel ma voar eo sempl, e laca e fizianç ennon. Dre va intercession ec’h esper obten graçou nersus hac e bardon. Ah ! ra zeuyo, ra dostayo ; n’en disprigin qet : er receo a rin gant carantes.
Mam eus va Autrou[1], er moment ma em eus clêvet ho moues, va zroublien a so dissipet ha va fizianç ennoc’h a zeu brassoc’h eguet jamæs.
Beza e zoc’h, em santimant, evel ar goulm pehini a apparissas goude an diluich, gant eur branc olives, sin a beoc’h.
Recevit dindan ho protection vad eur pec’her touc’het, mezus, contristet eus a zireolamanchou e vues, a pehini a garfe о effeci gant e voad.
Obtenit din ar c’hraç da vouela dourec ar pec’hejou am beus commetet ha da vervel qentoc’h eguet commeti c’hoas pec’het ebet, hac ispicial ar re a zetestan.
Dre ar froues santel sortiet ac’hanoc’h, ô Mari ! oc’h eus great ar peoc’h etre an dud ha Doue. Ah ! laqit ar peoc’h etre va c’houstianç ha me, etre va Doue ha me.
O Guerc’hes galloudus ! ô Guerc’hes madelesus ! Pet action a c’hraç ne dleomp-ni qet da renta deoc’h evit qement-all a vadoberou a recevomp digant Doue dreizoc’h !
(a) Luc. 1. 43. 44.
- ↑ Luc. 1. 43. 44.