Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
levr iv. chab. x.

deo qet indign ac’hanoc’h en em interessi evit eur pec’her eveldon-me ? Eur verc’hes qer pur, qen ardant evit gloar Doue ha qer parfæt, hac hi a ell taul varnon-me sellou favorabl ?

Mari.

Va mab, ha n’en don-me qet refuich ar bec’herien ? Me a interced, evit an oll pere, о falvout dezo distrei da servich Dоue, am invoq gant fizianç.

Doue, touchet eus an interest a guemeran evit ho reconsilia gantan, n’en dens jamæs refuset din ar pes a c’houlennen.

Beza e zon memes, evit nombr bras a bec’herien, an esperanç uniq a chomfe gantho, ar voyen uniq a rofe Doue dezo evit entreal en e vignoniach.

Da bet christen n’em beus-me qet obtenet ar pardon eus ho c’hrimou, peguer bras benac e vigent ?

Goulennet ho deus ouzin, beza difennet dreizon dirac Doue ; ho difennet am beus, bete ma em beus great ho pheoc’h gant ho barner.

Certen pec’her, resolvet da vera en e bec’het, a esper e c’hobtenin ar c’hraç dezan da non pas mervel en e bec’het. Chetu enо eur fizianç re vras ha presomptuus ; chetu eno eur bretansion hac a so injurius din.

Mæs certen pec’her-all a hirvoud dindan ar boues eus e chadennou, hac a fell, dezan