Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/393

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
levr iv. chab. xi.


Ra vezo consacret deoc’h da jamæs an oll galonou. Ra zigoro guinou an oll evit publia ha celebri ho meuleudiou.

Ra lavaro continuelamant an evou d’an douar : Carantes, gloar da Vari ! Ra responto continuelamant an douar d’an evou : Gloar carantes da Vari en[1] eternite hac en tu-all !!!




CHABIST XI.
Eus ar beden a c’halver Salutation Angeliq.


Bemdes e recitit ar beden-se evit invoqi ar Verc’hes santel. Mæs, hac ober a rit-hu attantion oc’h ar pes a gompren a henorabl evit Mari, hac a gonsolant, a instructif memes evidoc’h ?

Grit var guement-ma reflexion avechou, e treid an auteriou, evit, pa he recitot, ma er greot atao gant ar respet a inspir hac an attantion a c’houlen.

SaLudi a rit Mari evel leun a c’hraç. Ha comprenet oc’h eus c’hui ar pes a gompren ar c’homsou-ma a c’hrandeur ?

Qement-se a so lavaret d’ar Verc’hes he deus bet evit he phartaich, ar c’hraç santifiant, ar graçou actuel, ar vertuziou dreist-naturel, oll donezonou ar Speret-Santel.


(a} Mich. 4. 5.

  1. Mich. 4. 5.