Peden eur pec’her ec’hars treid an Itron Varia a Vir-Sicour, pe vemorare an Tad eürus Bernard a Baris.
O Guerc’hes Vari! ô mam leun a deneridigues hac a drues ! o pet memor n’en deus den clevet biscoas o pe læset hac abandonet an bini en deves recours d’ho protection, a c’houlen ho sicour hac ho pedennou dirac Jesus. Poulset dre un hevelep fizianç en ho madêles, chetu me ama dirac oc’h imach, ô Guerc’hes, refuch ar bec’herien ! Chetu ama dirazoc’h ar miserapla, an ingratta eus ho pugale. O mam Jesus ! diredet emeus d’ho caout, d’ho caout on deuet. Glac’har ameus, hirvoudi a ran em miser. Na zisprijit qet va pheden ; obtenit din graç ha pardon, ô Mari !.. Evel-se beset great.
Santes Mari, Guerc’hes neat a bep pec’het ha mam henorabl da Jesus-Christ, Doue ha den, Rouanes an Æles, Itron a Vir-Sicour, chetu ama, ec’hars ho treid sacr, ar c’houpapla eus ar grouadurien, pehini a gred sevel he zaoulagad betec ennoc’h evit en em erbedi oc’h o madêles.