Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxiv
peden.


C’hui a so refuch ar bec’herien ha souten ar re just ; n’am rebutit qet, ô Guerc’hes ar vadelezussa ! An daëlou em daoulagad, an huanadou em c’halon, leun oll a c’hlac’har, evel ma tlean er besa, souffrit ac’hanon da exposi deoc’h va esomou.

Goûzout a ran, ô Guerc’hes meurbet eürus ! e zon indign a bep faveur goude qen alies a affeil er pec’het, ha ne allan, nemet dre ho sicour, esperout e ve chelaouet va pheden.

Guelet a rit ar stad trist e pehini on en em laqeat. An traou hac an dud fall, pere a blich d’am c’halon, a chalm hac e zeceo ac’hanon ; an occasionou am zrein e vaniteou hac e plijaduresou ar bed ; an tan eus va phassionou am dêv evel un derzien ardant. Me a so, evit ar vad hac ar vertus, evel ma zeo al ludu maro evit ar c’hoad, hac en em santout a ran qen accablet dre boues va phec’hejou, ma ne ouisin mancout da goousa e goëlet an abim, nemet c’hui, ô Mari ! a briche va assista ha va sicour.

Amsao a ran, hac er goûzout a rit, ô Mam Doue ! e zeus momenchou e pere e velan hac e tetestan grevusdet va c’hrimou ; en em broposi a ran memes d’en em amanti ; tachout a ran d’en em sevel goude va lamou er pec’het ; mæs allas ! en eur feçon qer sempl ha qen langourus, ma couesan qerqent em c’henta disursiou.