Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxij
communion.


Autrou, va Doue, n’on qet dign e c’hantrefac’h em c’halon, mæs livirit eur guer ebqen, ha va ene a veso salo.

(Tostait gant modesti oc’h taul ar gommunion, m’ar deus lavaret deoc’h gant ho Confessour mont da gommunia, ha mar oc’h eus nac’het un dra benac, iit da goves da genta.)

ACTOU GOUDE AR GOMMUNION.

Va ene, cavet oc’h eus an hini a garac’h dreist pep tra. Na el læsit qet d’ho quittât. Nan, ô va Jesus ! biqen mui pec’het ne souillo va ene, pehini a so deoc’h evit mad.

Me oc’h ador, va Jesus, car c’hui eo va Autrou ha va Doue.

Me a offr deoc’h va daoulagad, va diou-scouarn, va zeaud, va speret, va memor, va bolontes. Recevit, ô va Jesus ! an offrans a ran deoc’h eus a guement ameus.

Me ho trugareca eus va oll galon da vesa va souffret oc’h o taul santel.

Me a meus fizianç ne veso qet e væn e viot deuet da visita va ene.

Va Doue, binniguit ac’hanon ; accordit din ar graçou eus a bere em eus muia esom.

O va Jesus ! me a unis va c’halon deoc’h, evit renta parfætamant va oll deveriou a adoration, a anoudêgues vad, a c’houlen d’an Doue e tri Pherson, pehini en deus va c’hrouet, va phrenet, va santifiet.

Pater noster.