Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xxxj
communion.

saveteit, ô c’hui pehini ne abandonit jamæs ar re a esoer ennoc’h !

ACT A GARANTES.

O peguer bras ne voa qet an ardeur a garantes dre behini ne voa anflammet ho calon, ô Jesus ! pa oc’h eus, arauc quittat ar bed-ma, preparet d’ho mignonet eur banqet e pehini e caver pep guir blijadur hac e tanvear pep aeurt douçderiou ! Abalamour da un hevelep madeles, abalamour deoc’h, me ho car, Jesus, va Doue, hac evit na baouesin jamæs d’ho caret, allumit oc’h-unan ennon, maguit ha cresquit flammou ho carantes, ô Jesus ! boued ha magadures ar garantes.

ACT A ZESIR.

Un den devoret gant ar sec’het ne zesir netra muioc’h eguet dour yac’hus ar feuntun. Va c’halon, ô va Jesus ! ho tesir c’hoas infinimant muioc’h. Autrou Jesus-Christ, en em roit d’am ene, hac e veso contant ; mæs pell diouzoc’hu, n’eus guir gonsolation ebet.

ACT A HUMILITE.

O Doue infinimant galloudus hac incomprenabl ! dirac pehini e tlean crena, piou oc’h-u, ha piou oun-me, evit ma teurvesaac’h dont betec ennon, beza magadures va ene hac ober ho temeuranç em c’hreis ?