Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
imitation ar verc’hes vari.


An nombr[1] eus va phriejou, eme ar Speret-Santel, a so bras meurbet. Mæs beza e zeus unan pehini am beus, dreist ar re-all, carguet eus an oll berfectionou.

Ar pried-se, cherisset gant Doue en eur fæçon qer particulier, ar Verc’hes a dle eta ren, goude Doue, evel eur brinces var hor c’halonou, ha caout о oll santimanchou.

Carantes Doue evithi en deus er laqeat da accordi dezi an oll brivilaichou pere a alle he distingui.

Hоr c’harantes eviti a dle he distingui dioc’h qement a ell meritout, goude Doue, hor c’harantes.

Doue en deus he c’haret betec rei dezi an eil renq var an douar hac en êe.

En êe hac en douar, netra dignoc’h, goude Doue, eus hоr respejou.

Evel-se an oll dud just ho deus atao roet d’ar Verc’hes, en ho c’halon, ar c’henta plaç goude Jesus.

An tadou santel a lavar deomp penaus eо e væn e creder caret ar mab, ma na garer ar mam, ha penaus an diou garantes-se n’en em separent qet.

Ober a reont deomp consideri ar garantes evit Mari evel unan eus an securra mercou a alfet da gaout evit beza predestinet, hac evel unan eus ar preciussa donæzonou eus ar c’hraç.

(a) Cant. 6. 7.

  1. Cant. 6. 7.