Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
levr iv. chab. v.


Mæs ar garantes he deus Mari he-unan evidomp, ha nef-hi qet un exhortation continuel evldomp d’he c’haret ?

Studia a ra hon oll ezomou, santout hon afflictionou, diavanç hor goulennou, supporti hon defautou, ancounac’hât a ra hon ingrateriou.

Pebes ardeur eta ne dleomp-ni qet caout da ziques dezi carantes evit carantes. Profitomp gant sourci eus a bep occasion da blijout dezi.

Arabat eo, pa ves qestion da servicha ar Verc’hes, e considerfemp netra evel re vian. Pep tra, en effet, a so caër ha bras e qement a sell ous servich mam Doue, ar vestres souveren eus ar bed.

Greomp prompt, hac a galon vad, qement a sell ous he servich, qement a ell lacât he henori hac he c’haret.

Offromp dezi bemdes, eb manq ebet, hor pedennou, affectionou hac homaich hor c’halon. Consideromp evel un henor bras beza eus a niver he servicherien touet.

Savomp alies hor speret hac hor c’halon varzu he zrôn er barados, pe evit admira he grandeuriou hac he pherfectionou, pe evit goulen he phrotection.

Aluzennou hac œuvrou-all a drugares, yuniou hac exerciçou-all a vortification, greomp-hi en intantion da henori ar Verc’hes, oc’h imita evel-se he vertuziou.