Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
levr iv. chab. v.

gouscoude me a esper tont digant ho trugares, pa sonjan e zoc’h va mam.

Disquesit, ô Guerc’hes Vari ! e zoc’h veritablamant mam Jesus ha va mam. Obtenit din ar c’hraç da zistrei mui-oc’h-mui ous Doue. Peur disquesit ho carantes evidon, o procuri din graç ar berseveranç.

Ah ! ho pet atao evidon ar vadeles eus a eur vam pehini a gonserv atao evit he c’hrouadur, santimanchou a deneridigues, memes pa n’ho merit qet.

En em roït deoc’h oc’h-unan, ô va mam ! ar gonsolation da velet hivisiqen ennon eur mab pehini, dre e attaich vras ous Jesus hac ouzoc’h, n’en em rento qet indign eus ar santimanchou a garantes oc’h eus evintan.




CHABIST V.
Eus ar garantes a dleomp da gaout evit Mari.


An istim a ra Doue eus a un dra, a so er reglen uniq hor be evit he istim d’ar just. Affectionou Doue a dle bea reglen hor re-ni.

Evit compren petra a dleit sonjal eus a Vari, ha peguement e tleit he c’haret, considerit an istim en deus great Doue anezi hac ar mercou a garantes en deus roet dezi.