Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/372

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
imitation ar verc’hes vari.


Clasqit, dreist peb tra, meritout an oll deneridigues eus ho mam, dre eur vues devot, santel, pehini a rayo henor dezi.

Ar Servicher.

O va mam ! mar[1] oc’h ancounac’han james, ra zuyo va dorn deou da veza inutil, ha ma n’em bes qet ac’hanoc’h atao presant d’am speret, ra zuyo va zeaud da staga ous va staon !

Pebes bonheur evidon-me e pliche mam Jesus beza ive va mam !

Re eürus e ven e felfe deoc’h va receo e nombr ho tisterra servicherien. Mæs pa fell deoc’h, dre vadeles, qemeret em faveur an hano a vam, me a receo an hano a vab deoc’h, gant ar vrassa satisfaction eus va ene, gant an oll santimanchou eus ar vrassa anoudegues vad.

Beza mab da Vari ! Ah ! me brefer an hano qen henorabl-se d’an oll ditrou caër var bere e zeus ar muia enclasq e toues an dud.

С’hui a so va mam ! Pebes avantachou er meas a bris ne brocuro qet din-me ar choas eürus-se ? Dont a ran da veza terrupl d’an ifern.

Ingrat evel ma zon bet qeit-all en andret va Doue, me a so dign eus an oll dourmanchou. amsao a ran na veritan na pardon na graç ;

(a) Ps. 36. 5. 6.

  1. Ps. 36. 5. 6.