Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
levr iv. chab. iii.


Jesus a so roue an amseriou, sourcen ar c’hraç, hon alvocad e qever an Tad, an Doue a visericord, an Doue a bep consolation, sclêrigen ar bed.

Ha c’hui a hanvomp, gant an ilis, rouanes ar bed, rouanes an êe, hon alvocades, mam ar c’hrac, mam a drugares, consolation ar re affliget, eur stereden pehini, var ar mor eus ar bed-ma, a gundu hor c’hamejou varzu ar pors eus ar silvidigues.

Graçou eternel ra vezo rentet da Jesus da veza accordet deoc’h an oll faveuriou hac an oll brivilaichou pere a gonvene da un hevelep mab da rei da un hevelep mam.

Ah ! Guerc’hes santel, mar deo eus ar re henorapla deoc’h ar c’honsiderationou pere e teuan da ober en ho presanç, e zint eus ar re zouça d’am c’halon ha d’an oll galonou pere ho car.




CHABIST III.
Eus a c’hloar Mari en êe.


Ar Servicher.

Renit, Guerc’hes santel, renit da jamæs en evou, dreist ar batriarchet, a bere oc’h eus tremenet ar fidelite, ar feis ; dreist ar bro-