Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
imitation ar verc’hes vari.

dre ar brassa vertuziou, ma en deus great ac’hanoc’h un imaich beo anezan e-unan.

Evel Jesus, oc’h eus en em gonservet yac’h ha divrein er bes.

Ressuscitet eo dre e buissanç e-unan ; c’hui a so ressuscitet dre eur privilaich particulier en deus accordet deoc’h. Evel Jesus oc’h pignet en êe, corf hac ene. Eno eo asezet en tu deou d’e dad ; c’hui a so asezet en e guichen.

Jesus a so oll-galloudec dreizan e-unan ; c’hui a so oll-galloudec dre ho mab, pehini en deus ho carguet da zistribui an tensoriou eus e c’hraç.

Jesus a so ar mæstr eus an êe hac eus an douar ; c’hui a so rouanes an Æles hac an dud.

Partout e lec’h ma zeo adoret Jesus, e zoc’h ives henoret. N’en deus qet a galon consacret d’e garantes na ve ive antieramant consacret deoc’hui.

N’en deus qet a ilis savet en henor da Jesus ne deffe un auter benac pe un imaich en hoc’h enor.

An hano douç a Vari na ves jamæs dispartiet dioc’h an hano douç a Jesus, e guinou hac e calonou ar guir dud fidel.

An ilis a unis alies, en he offiçou, ho meuleudiou d’ar re a ro da Jesus. Celebri a ra ar mysteriou eus ho pues, evel ma celebr ar mysteriou a vues Jesus.