Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/363

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
levr iv. chab. ii.

el lesen ancien, pere, о c’hannonç Jesus, oc’h annonç ive oc’h-unan, ô Mari !

Jesus a so bet dibec’h dre natur, ha c’hui, delivret dre c’hraç, dioc’h ar pec’het originel, a so bet exant a hep pec’het actuel, memes am disterra.

Mab Doue ranfermet en hoc’h entraillou chast, n’en deus great ganeoc’h, epad nao mis, en eur feçon, nemet eur memes tra.

Epad e vugaleaich, er magac’h gant hо substanç, pehini a deue da veza ive e substanç.

En e vues cuset, en deus passeet tregont vloas ganeoc’h, hac ho poa ho taou ar memes ty, ar memes madou, memes exerciçou, memes santimanchou.

Epad ma presegue an aviel, e partachoc’h e labourou, qement ha ma voue possubl, hac epad e bassion, e partachoc’h ive e vеs hac e gonfusionou.

Jesus a so bet an humpla, an douça, ar charitapla, ar patianta eus an oll dud ; c’hui, ô Mari ! a so bet ar batianta, ar charitapla, an douça, an humpla eus an oll merc’het.

E Jesus e ma an assamblaich eus an oll berfectionou divin, enoc’hui an assamblaich eus an oll berfectionou crouet, mæs en eur fæçon qen excellant, ma tispariss oll berfectionu an Æles hac ar Sænt dirac ho re-c’hui.

Jesus en deus ho rentet qen henvel ountan,