Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
imitation ar verc’hes vari.


Нac an ilis, en despet d’ar garantes he deus evidoc’h hac an ardeur he deus da brocuri ho cloar, a so contraign da amzao penaus, pe gonsider oc’h eus douguet en ho corf santel, an hini ne alle qet an evou da gompren, ne voar pe seurt comsou da implija evit publica ho meuleudiou.




CHABIST II.
Mercou a henvelidigues etre Jesus ha Mari.


Ar Servicher.

Pa gonsideran, ó Mari, mam Doue ! ho qiniveles, ho pues, ho maro, ho cloar en êe, e cavan etre Jesus ha c’hui mercou a henvelidigues pere a ravis va c’halon.

Unisset oc’h bet gant ho mab e decrejou eternel ar brovidanç. Ac’hanoc’h, ervez an Ilis, e lavar ar furnes eternel : Doue[1] en deus va, phossedet a zalec commançamant e henchou, pe a bep eternite. A zalec an eternite on bet predestinet ha choaset expres da veza mam d’am Doue. Pa daule Doue fondamant ar bed, me a antree en e zessinou hac en e zonjou.

Pet promessa, pet figuren, pet symbolen,


(a) Sap. 9. 8. 9.

  1. Sap. 9. 8. 9.