Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/361

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
levr iv. chab. i.

penaus ar galite a vam Doue a so ar pencaus eus ar graçou a bere eo pliget gant Doue ho carga, eus an oll brivilachou hac an oll distinctionou dre bere en deus qemeret plijadur ous oc’h enori.

Compren a ran penaus, e qalite a vam Jesus, oc’h eus un espeç guir var an oll densoriou a c’hraç a bere Jesus a so ar mæstr, hac eur pouvoar absolu a intercession en e guever.

Compren a ran penaus certen lezennou general, punitionou eus ar c’henta pec’het, n’o deus qet dleet sellet ous mam Doue, mam qen dign a garantes, mam qen caret, destinet qen expres, dre eur choas eternel, d’er beza.

Compren a ran penaos, o veza roet da Zoue ar vues-se dre behini en deus hor prenet, e veritit douguen an titr a redemptoures, eb ober tor ebet gouscoude d’or redemptor uniq, ha veritabl qalite pehini ne gonven, evit parlant just, nemet ous ho mab Jesus.

Mæs compren an oll huelder eus ho tignite ! ah ! peb tra a so qer bras e mam un Doue, pehini ar Seraphinet ho-unan en em gontant da admira !

Oc’h-unan, ô Guerc’hes mam ! e presanç ho qiniterv santes Elisabeth, e laqejoc’h qement en devoa great Doue evidoc’h er c’homsou-ma : An Oll-c’halloudec en deus great em faveur bursudou bras.