Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
322
imitation ar verc’hes vari.

phetet hac an ebestel, a bere oc’h eus tremenet an ardeur evit gloar Doue.

Renit dreist ar verserien a bere oc’h eus tremenet ar fermder ; dreist ar guerc’hezet, a bere oc’h eus tremenet ar burete ; dreist an oll dud just, a bere oc’h eus tremenet an humilite ; dreist an oll æles a bere oc’h eus tremenet an oboissanç ; dreist an oll seraphinet, a bere oc’h eus tremenet ar garantes.

Oc’h admira bac oc’h enori a ran vаr an trôn-se sqeudus ha brillant var behini oc’h savet, ha var behini, dre ho pouvoar e qichen Doue, e zoc’h refuich ar bec’herrien, souten an dud just, consolation ar re affliget, esperanç an den pec’her.

Trugaracaat a ran an Autrou-Doue ; mill bennos dezan, evit ar с’hloar immortel da behini en deus ho savet, ha da veza falvezet e vige ho corf memes participant er c’hloar se, arauc an deis eus ar resurrection general.

Just e voa e vige exant a vreinadures ar bet, ar c’horf-se qer chast ha qer pur, e pehini un Doue memes en deus priget en em ober den.

Mæs piou a allo jamæs he c’hompren, ar c’hloar-se ? Ma[1] n’en deus jamæs guëlet al lagad, nac ar scouarn clevet, na calon den comprenet petra en deus Doue preparet d’ar re er c’har, ha compren a raimp-ni petra en

(a) 1 Cor. 2. 9.

  1. 1 Cor. 2. 9.