Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
imitation ar verc’hes vari.


Doue a varn differant dioc’h ma varn an dud. Ar re-ma en em arret an aliessa en dianveas hac en apparançou.

En ebqen a voar d’ar just petra a dâl merit ha vertus bep-unan. Destina a ra deoc’h recompansou bras, mæs falvout a ra dezan ho meritfac’h.

Evit ho meritout e ro graçou ha sicourou ; mar profitit anezo, e royo ar pes en deus prometet.

Guir eo e curuno ennoc’h e zonæsonou ec’h-unan, mæs recompansi a rayo, er memes amser, ho vertuziou hac oc’h œuvrou mad.

Derc’hel a ra eur gompt fidel eus ar pes a rer evintan. Ha pa na vez nemet eur verennat dour roet en e hano, ar verennat dour-se e devezo e recompanç.

Peguer consolant e tle beza evidoc’h, va mab, labourat evit eur mæstr qer mad, qel liberal ha qen bras !

Ar bed, da behini e clasqer qement plijout, a recompanç fall e servicherien ; mæs c’hui a ell lavaret : Me a voar da biou e zoun en em fiziet, ha me a so sur penaus va meritou ne berissint qet etre daourn ar mæstr pehini a servichan.

Gortos a ran digant e visericord eur gurunen eternel hac eur gurunen pehini a vezo seul caëroc’h, ma vezo bet brassoc’h va fidelite da blijout dezan.

(a) 2 Tim. 1. 12.