En em examinit brema oc’h-unan, ha guelit petra rit evit gounit hac obten ar pris a so proposet deoc’h.
Pelec’h e ma ho victoriou ? Pere eo oc’h œuvrou mad ? Pe seurt vertuzion a bratiqit, da lavaret eo, pe seurt meritou ho pezo-c’hui da bresanti dirac tribunal Doue ?
Allas ! ne allan, eb ar vrassa confuzion, sonjal en nebeut a meus great betec-hen evit meritout recompansou an êe.
N’en em zigourachit qet, va mab. Beza e ma c’hoas en ho pouvoar o obten.
Ar c’hraç a barlant ouzoc’h ! Ho pressi a ra, bezit fidel d’he moues.
Pedit, gouelit, labourit, souffrit, en em gontraignit, baleit var roudou ar sænt hac e c’herruot evelto en termen eus an eurusdet.
Erfin e sortian, dindan ho protection, eus ar stad a zidalvoudegues spirituel e pehini em eus bevet betec hirio.
Me a rayo eta va fossubl, gant ho sicour, da repari, dre va ferveur, ar bloaveziou difroues pere am eus da zeplori.
Vigilanç, daëlou, humilite, mortification,