Peur, en eur unissa va moues gant ho moueziou melodius, e c’hallin-me celebri ho meritou ha rei deoc’h Ar meuleudiou a veritit.
Ar renq huel da behini oc’h savet en êe, n’en deo qet eur faveur bur pehini a so falvezet da Jesus ober d’e vam.
Dleet e zoa d’ar pes oc’h eus great evit respont da choas ha da zessinou Doue.
Nan, ne veac’h qet placet eno, ma ne vige ho qalite a vam Doue nemet un titr ebqen, ma n’ho pige, dre imitation e vertuziou, ar barfæta henvelidigues gant ho mab divin.
Ar santeles eus ho pues a so bet ho merit principal dirac an Doue a bep santeles.
Va mab, ne antreer en êe nemet goude beza en em sanctifiet var an douar.
N’en deo na d’ar renq, na d’ar pinvidiguezou, na d’an talanchou, ec’h accord Doue antre e demeuranç an eürusdet, mæs d’an usaich santel a ves great anezo, d’ar meritou destumet hed ar vues.
Doue[1] n’en deus qet a breferançou evit den. Renta a rayo[2] da bep-unan erves e œuvrou.
An eneou an huella savet e rouanteles an êe, a so bet var an douar ar re vertuzussa, ar pe barfæta.
(a) Eph. 3. 9. (b) Rom. 2. 6.