Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
imitation ar verc’hes vari.


Traou crouet, en em glemit, mar carit, abalamour ma oc’h abandonan. Adieu deoc’h ; dindan apparanç a servichou mad, oc’h eus lamet diganen va guir vonheur.

Me am bezo evidoc’h qement a zisprijanç qen na glascot mui troubli na controlia va c’harantes evit Doue.

Guerc’hes, squer parfæt a garantes Doue, va c’halon a za eta da veza evel eur barados, e pehini, oc’h imita ar vues oc’h eus cunduet vаr an douar hac an hini a gunduit gant ar Sænt, me garo ebqen va Doue gant an esperanç just da vervel en e garantes, ha d’e garet hed an eternite.




CHABIST XX.
Gloar an êe a so prometet deomp evit recompans.


Ar Servicher.

Chetu-c’hui eta, ô Guerc’hes santel ! e possession eus ar c’hloar a brepare d’ho vertuziou ha d’ho meritou ar madoberour souveren, pehini a recоmрans an nep er c’hlasq.

Oh ! peur e c’hallin-me, test eus ar c’hloar-se, contempli gant an Æles hac ar Sænt, hac admira er guenet eus hoc’h enoriou en êe, ô Mari !