Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
levr iii. chab. xix.


Ar Servicher.

Santout a ran о c’henel ennon, ô Guerc’hes sacr ! ous ho chelaou, un desir ardant da non pas caout hivisiqen, qen mæstr nemet carantes Doue.

Ah ! pa zeo guir e c’hall va c’halon c’hoas contanti va Doue, pa n’en deus memes nemet va c’halon capabl d’e gontanti, va c’halon n’en deo mui din, n’en deo mui d’ar grouadurien ; me er ro da Zoue, me er c’honsacr tout d’am C’hrouer.

An desir-se a so un effet eus e c’hraç pehini oc’h eus obtenet din ; car ebtan, eb e sicour, ne allan qet er c’haret.

Hac eb ar memes sicour, ne allan qet er c’haret e guis ma zeo dleet ne allan qet perseveri er garantes-se.

Ah ! pedit bepret evit ma chomo continuelamant ar garantes-se em c’halon.

Crena a ran gouscoude, abalamour ma c’hanavezan va nebeut a fermete. Mæs c’hui pehini a voar peguer variant e zon, ha pehini ganeoc’h beza, dre ho protection, va arp ha va souten.

Ya, disparissit, traou disprijabl ha perissabl eus ar bed-ma, c’hui a so maro va ene.

Va c’halon erfin a fell dezan beva, ha beva eo, ô va Doue ! beva eb ho carantes ?