choaschoc’h e garantes evit fin uniq eus oc’h oll œvrou, hac ho calon ne vevas ha n’en em vagas jamæs nemet gant ar flammou a bere e zoa devet.
Epad oc’h oll bues, songesonou, santimanchou, comsou, œuvrou, doujanç, esperanç, joa, tristidigucs ; peb tra ennoc’h en em rapporte d’ar garantes a Zoue.
Sulvui e c’hanavescr grandeuriou Doue, e berfectionou infinit, sulvui er c’haver dign da veza caret ha sulvui er c’harer.
Mæs piou en anavesas guelloc’h eguet oc’hui ?
Calonou ar Sænt, leun oc’h bet a garantes Doue ! mæs calon Mari en deus bet al leunder memes eus ar garantes.
Seraphinet, caret a reac’h cals an Autrou-Doue, mæs ho carantes, dirac carantes Mari, ne voa nemet un elfen dirac eur forn goret.
O mam[1] eus ar garantes gaer ! ret e ve beza caret, ha caret evel oc’h eus great, evit gallout lavaret hac e explica peguement e cariac’h.
C’hui a varv dre garantes, ha ni ne vevomp qet dre garantes ! Ha ne labouromp qet da brocuri deomp ar bonheur da vervel, da viana, er garantes !
A betra en em occupit, va mab, er bed-ma, ma n’en deo qet eus an dra ebqen evit pehini
(a) Eccl. 24. 24.
- ↑ Eccl. 24. 24.