Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/349

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
levr iii. chab. xix.


Mar doc’h leun eus ar santimanchou-se, bezit assur, va mab, penaus Doue ho tifenno a enep oc’h adversourien, en amser ho maro.

Me c’houlenno va-unan e zicour evidoc’h neuse ; car beilla a ran, da bep heur, var va bugale, mæs dreist peb tra da heur ho maro.




CHABIST XIX.
Carantes Doue.


Ar Servicher.

Mervel a rejoc’h eta, ô Guerc’hes mam ! mervel a rejoc’h dre un effet eus ho carentes evit Doue.

Ar garantes divin a gonsumas erfin, dre vrassoc’h flammou, ar victim en em brepare aboue qeit all a amser.

Un ene qer leal ha qer generus evit Doue, qer soumettet d’e volontes, qer fidel, qer santel, ne alle beza separet nemet evel-se dioc’h ar c’horf.

Pell dioc’h beza surprenet d’ho cuëlet о vervel dre garantes, e zon estonet n’en defe qet qentoc’h echuet ho pues an transport ardant ha continuel eus ho carantes evit Doue.

Sortiet pur ha didaich ha dre daouarn ho crouer, qerqent ha ma en anaveschoc’h, e