Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
imitation ar verc’hes vari.

gant Jesus, jouissa eus e bresanç, e garet eus an oll ene, e garet da jamæs !

O Rouanes eus an êe ! ar bed an douar, hac hi a ell offr din madou dign da veza comparet gant re ar barados, e compagnunes Jesus !

Ah ! ar c’henta possubl ra zigoro, evit cargua va desirou, an demeuranç eürus e pehini e ma Jesus.

Jesus ebqen a ell va c’hontanti parfætamant.

Guir eo penaus, mar tesiran, a eur c’hostes, ar maro evit en em unissa gant Jesus ; a eur c’hostes-all e meus aon da apparissa dirac tribunal va barner.

Мæs esperout a ran e misericod va Salver ; esperout a ran en hoc ’h intercession, ô Mari, va mam dener !

Mari.

Ya, va mab, esperit hac esperit ferm. Mar deo Jesus eur barner terrupl, eo ive eur salver leun a vadeles.

Conservit ennoc’h doujanç e varnedigues, mæs ra vezo trec’h an esperanç hac ar garantes d’an aon ha d’ar spont.

Ho pet aon, mæs carit c’hoas muioc’h. Ne allit disques da Jesus ho carantes guëlloc’h eguet o souheti er guëlet souden e creis e driomphou, ha quittaat un douar e pehini eo facil hac æs en em bellaat dioc’h ar fidelite a dleer dezan.