Mar am eus poan o compren ar stad a languissamant spirituel e pehini e voa David pe lavare : Malheur din abalamour ma zeo astennet va bues er bed-ma ! pe autramant, an ardeur vras en devoa Sant Paul da velet e gorf o coueza e poultr evit beza gant Jesus da jamæs ; ma ne allan qet compren an traou-se, penaus e comprenfen peguen ardant e voa ho tesir-c’hui da veza unisset evit mad gant ho mab Jesus ?
Ma ve allumet em c’halon unan eus ar flammous-se a garantes pere a gonsume ho calon-c’hui, ô Guerc’hes ! oh ! peguer vil, peguen disprijabl e seblantfe din an douar, ha pebes huanadou ardant ne losqfen-me qet, pa sellan varzu an êe !
Eur galon leun a garantes evit Jesus, hac hi e deus netra da zesirout nemet ar bossession a Jesus memes ?
Ha pa en em bresantfe din oll madou ar bed-ma, evit va renta an eürussa eus an oll dud, ha ne dlefen qet atao lavaret : Ar guëlla[1] evidon a so mervel ha beza gant Jesus-Christ ?
Petra eo an oll madou evit an hini a anaves hac a gar Jesus ! Jesus a so ar mad souveren, Jesus a gompren, en ebqen, an oll vadou.
Beza gant Jesus, an tad-se qer mad, ar mignon-se qen tener, ar mæstr-se qer generus, ar salver-se qen diga a garantes ! Beza
(a) Phil. 1. 23.
- ↑ Phil. 1. 23.